ur barzhoneg

Publié le par anton

Setu ur barzhoneg a gavan brav-tre, bet kaset din gant Youn Brennig, barzh ha skrivagnier (skrivet en deus "loened toud" nevez 'zo).

Ar wezenn avalou 

 

 

Me, ne garfen boud netra.

Netra, nann. 

  Netra, nemed marteze, 

 Eur wezenn avalou...

Eur wezenn avalou,

Ya.. 

Ha sanket don ma gwriziou 

E douar ma bro gared. 

Hag astennet ma brankou 

War-zu an neñv... 

War-zu an heol, 

evel gwriziou an amzer... 

Evel gwriziou da dapoud

banneou an heol splann. 

Evel daouarnou astennet 

war-zu ar spi, ya.  

 

Heol ! Heol ! Deus ‘ta ! 

Deus ‘ta d’am sklerijenna !  

 

Me, ne garjen boud netra. 

Netra nemed, marteze, 

eur wezenn-avalou... 

Ha stank ma deliou glaz 

da guhad ma horv noaz 

Ma horv noaz, ya.

Deuz al lornaj,

Sunerien vrein an eneou...  

 

Beb miz ebrel, ya, 

e hallfen-me bleunia... 

Sell ’ta, sell ’ta,

kantadou,

miliadou 

a betal gwenn ! 

Beb miz ebrel, ya, 

e hallfen-me leunia 

an avel vor gand ma hwez-vad ! 

Da gas konfort ha levenez 

d’ar paour-kêz treul, ya. 

D’ar paour-kêz treul 

a zo deuz pep hini ahanom... 

 A-benn ar fin...

Ma, ne garfen boud netra…

Nemed eur wezenn avalou.

 

Beb miz gwengolo, 

Pebez burzud, 

Ha taol ma frouez ! 

Kantadou

ha kantadou

a avalou !

 

Beb miz gwengolo... 

Ha leun e gov 

gand ar hlasker-bara ! 

Na petra ! 

Gand ma avalou !

*

Ya, ya, a laroh-c’hwi, 

klaskerien-vara n’eus ket mui... 

Petra vern... 

Chom a rafe din da viken 

-Forz pegen yen e yay ar bed-mañ-  

 

Chom a rafe din da viken 

Kan ar mouilhi d’am enori...

Dre daoliou beg 

em avalou !  

 

Ha chom a rafe da viken 

Kan al lapoused 

 D’am hoñsoli... 

D’am hoñsoli 

Diouz dismegañs an dud...  

 

Na pa vefen

eur wezenn -avalou !

 

Publié dans les persos

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article